Mont d’an endalc’had

Tankgewehr M1918

Eus Wikipedia
Tankgewehr Modell 1918


Ur fuzuilh Tankgewehr M1918 e Mirdi an Arme (Pariz).
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Fuzuilh eneptank un-tenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munision 13,2 mm TuF
Bloavezh ijinañ 1917
Produer Mauser
Mare produiñ Miz Genver 1918 - miz Ebrel 1919
Niver produet 15.800 (da nebeutañ)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 15,9 kg
Hirder 1.691 mm
Hirder ar c'hanol 984 mm

Hed-tenn efedus 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 780 m/s
Lezenn
Rummad e Bro C'hall C

An Tankgewehr M1918, anvet ivez T-Gewehr, zo ur fuzuilh eneptank alaman produet gant an embregerezh Mauser e dibenn ar Brezel-bed Kentañ. An arm kentañ a seurt-se ijinet en Istor e voe[1].

Evit talañ ouzh an tankoù breizhveuriat ha gall nevez-erruet war an tachennoù emgann e dibenn 1916, an Alamaned a savas kartouchennoù 13,2 mm TuF (Tank und Fliege, "tank ha nijerez", gouest da doullañ war-dro 22 mm hobregon e 250 metr[2]. Sañset e oa ar munision-mañ bezañ implijet en ur vindrailherez, met dilezet e voe ar raktres. An embregerezh Mauser a ginnigas ivez ur fuzuilh un-tenn, diazezet war gwikefre dre vorailh ar Gewehr 98 standart en Deutsches Heer. Ur stumm brasaet anezhi e oa, kemmet he c'hulasenn evit gellet anduriñ ar wask degaset gant ar c'hartouchennoù 13,2 mm[3].

Un daoubez heñvel ouzh hini ar vindrailherez MG 08/15 a oa savet ouzh an Tankgewehr. Un arm hir e oa (tost da 1,70 metr). Servijet e oa an arm gant ur skipailh daou soudard : un tenner, hag ur pourvezier. Stummet e oant evit klask tizhout bleiner, mindrailher pe keflusker an tank enebour, a-raok lampat eus o goudor evit distruj an tank da vat gant greunadennoù-dorn[4].

A-drugarez d'ar Tankgewehr e oa pourveziet an droadegiezh alaman gant un arm hezoug gouest da dalañ ouzh hobregonoù skañv karbedoù dibenn ar brezel. War an dachenn bsikologel e oa ur mod da frealziñ anezho ivez, pa oa spontet kalz anezhe gant donedigezh ar c'harbedoù hobregonet nevez war an tachennoù-emgann. Perzhioù fall a oa d'an Tankgewehr : kalz a argil a zegase, pa ne oa sistem ebet da zousaat anezhañ c'hoazh. Klemm a rae ingal an dennerien chom bouzar pe kaout poan-benn goude an implij[3][4].

15.800 skouerenn eus an Tankgewehr da nebeutañ a voe produet gant Mauser etre miz Genver 1918 ha miz Ebrel 1919. Ur pezh priziet gant an dastumerien eo hiziv an deiz.

  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 165
  2. (en) 13 x 92Sr : [D] ; 13 mm Mauser T-Gewehr, Imperial War Museums (lennet d'an 22/09/2025)
  3. 1 2 (en) POPENKER Maxim, Mauser T-Gewehr, Modern Firearms (lennet d'an 22/09/2025)
  4. 1 2 (en) FORTIER David M., The First Anti-Tank Rifle Cartridge: 13.2mm TuF, Firearms News, 30/12/2019 (lennet d'an 22/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan